Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XV
KROAZ ANN HENT.
(Ies Kerne.)
Einig a gan er c’hoad huel,
Ha melenig he ziou askel ;
He galonik ru, he benn glaz ;
Einig a war beg ar ween vraz.
Abredik mad eo diskennet
War lezen treuzou hon oaled,
Keit ha ma oann gant ma fater :
— Einik mad, petra a glasker ? —
Kemend a c’heriou neuz laret,
M’ez euz rozennou er boched :
— Kemeret eunn dous, va mignon,
A lakai laouen ho kalon. —
Gwelet em euz tal kroaz ann hent,
Dilun, eur plac’h evel ar zent ;
Me iei disul d’ann oferen,
Hag he gwelinn war ann dachen.
Ma he daou-lagad enn he fenn
Skleroc’h eged dour er weren,
Hag he dentigou net ha gwenn,
Zo kaeroc’h eget perlezen.
He daou-zorn hag he diou-chod ru,
Gwennoc’h eged lez er pod du ;
Ia ! mar he gwelfec’h, va mignon,
Laouen a zeufe ho kalon.