Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/392

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XIV


MELLEZOUROU ARC’HANT.


(Ies Gwenned.)


Chileuet holl, ho ! chileuet !
Ur zonik neue zou sauet.

Ar Varc’hait doc’h Gerglujar,
Probikan plac’h oa oar enn doar

Hag he mamm a lare d’ehi :
— Mac’haid geh, koantik oc’h-hui !

— Ha petra vern d’eing bout ken brao,
Pe n’em zimeiet ked atao ?

Ha pa ve ann aval e ru,
Red eu he gutuil, ha doc’htu !

Koei ra doc’h er ween ann aval ;
Ma na gutuler, ia da fall.

— Me merc’hik, en emgonfortet,
Abenn ur bloe e vec’h dimet.

— Ha mar varvann arog ur ble ?…
Hui po glac’har vraz goude-ze !

Ma varvann-me arog ur ble,
Me laket enn ur be neue.

Laket tri bouked ar me be,
Unan a roz, daou a lore.

Pe zeuio ar gloer d’er vered
E gemerint bep ur bouked,