Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


XVII


IANNIK SKOLAN.


eil darn


(Ies Treger.)


Iannik Skolan hag he baeron
Zo et ho daou da c’houl pardon,
Da c’houl true d’ann eneo,
Da c’houl pardon d’ar bec’hejo.

Iannik Skolan a c’houlenne,
Enn ti he vamm pa enderue :
— Noz vad ha joa, tud ann ti-man,
Hag ed eur da gousket enn han ?

Ed oc’h holl aman da gousket,
Nemet ma eunan onn chomet ;
Me a zo chomet ma eunan
Aman, evit paka ann tan.

— Na dre belec’h oc’h-hu deuet ?
Ma dorojo em boa prennet ;
Prennet em boa ma dorojo.
Ha moraillet ma frenecho.

— Mar poa prennet ho torojo,
Me war ann doare a bell-zo.
Enaouet goulo, c’houezet tan,
Ha welfec’h daou e-lec’h unan. —

Ar goulo pan eo bet c’houezet,
Meurbed ema hi bet spontet.
O welet daou war al leur-zi,
Da hanter-noz o komz out-hi.