Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 2.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


I


AZENORIK-C’HLAZ.


(Ies Kerne.)


I.


Azenorik-c’hlaz zo dimet,
N’ed eo ked d’he muia-karet ;

Azenorik-c’hlaz zo dimet,
D’he dousik kloarek, n’ed eo ket.


II.


’Zenorik oa tal ar feunten,
Ha gant-hi eur vrouz sei melen ;

War lez ar feunten, hi eunan,
O pakat eno bleun balan,

Da ober eur boukedik koant,
Eur bouked da gloarek Mezlean.

But e oa hi tal ar feunten,
Pa dremenaz ’nn otrou Iouen,

’Nn otrou Iouen, war he varc’h glaz,
Kerkent, enn eur redaden vraz ;

Kerkent, enn eur redaden vraz,
Hag out-hi dam-zellet a reaz :

— Hou-man a vezo va fried,
Pe n’am bo, ’vit gwir, groeg e-bed ! —


III.


Kloarek Mezlean a lavare
Da dud he vaner, enn de oe :