Ann otrou Iann a zo potr mad ;
Ker prim he droad hag he lagad.
Lez eur Vreizadez a zunoz
Eul lez ken iarc’h evel gwin koz.
Luc’h a dol he c’hoaf pa ’n horell,
Ken a vrumenn ann neb a zell.
Pa c’hoari klenv, ker kre e zarc’h,
Ken a zaou-hanter den ha marc’h. —
— Darc’h ato, dalc’h mad, otrou duk,
Dao war ’nhe ! ai-ta ! bug-he ! bug !
Neb a drouc’h ’vel a drouc’hez-te,
N’en deuz otrou nemed Doue !
Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mad !
Arzao na true ! goad oc’h goad !
Iron Varia Breiz, skoaz da vro !
Fest erbedenner, fest a vo !
Dare’ ar foen ; piou a falc’ho ?
Dare’ ann ed ; piou a vedo.
Ar foen, ann ed, piou ho falc’ho ?
Ar roue gav gant-ha’ raio.
Dont a rai a-benn eur gaouad,
Gand eur falc’h arc’hant da falc’hat ;
Gand eur falc’h arc’hant er bro-ni,
Ha gand eur fals aour da vedi.
Mar plije gand ar C’hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned ?
Mar plije gand ’nn otrou roue
Daoust hag hen eo den pe Zoue ?