Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/388

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280


Me gav anoud ken drant ; pellik ma c’hoaz da vaner ?
— Dalc’h mad ato, ma choar ; pelloc’h e tigoueemp er ger.

— Da galon a zo ien, ha da vleo a zo glebet,
Da galon ha da zorn ; me gred e teuz anouet.

— Dalc’h mad ato, ma c’hoar ; setu ni tostik meurbet,
Na glevez ket moez skiltr sonerien drant hon eured ? —

N’oa ked he gomz laret, he varc’h war zao a jomaz,
Ha dridal a reaz, hag a-boez penn c’houirinaz ;

Hag he ’nn eunn enezen, kalz tud enn hi o tansal ;
Potred ha merc’hed koant, dorn ha dorn, enn eur vragal ;

Ha gwe glaz tro-war-dro hi karget a avalo,
Hag ann heol o sevel adreon war ar meneio ;

Hag eur feunteunik skler ’tont d’ann traon gand ar gwazio ;
Anaon oc’h eva, hag o tont adarre beo ;

Mamm Gwennola gant-ho, hag he diou c’hoar war eunn dro.
C’hoari awalc’h eno, sonio ha iouadenno.


VI.


Antronoz, d’ar zao heol, merc’hed iaouang a gase
Korf glan Gwennolaik deuz ann iliz wenn d’ar be.


————