Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/384

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
276


— Da Jobik menargars ! mervel rinn gand ar c’hlac’har !
Ma mamm, ma mammik paour ! mar vez c’hoaz war ann douar !

— It d’en em glemm er porz, klemmit kement ma karfet,
Kaer po ober taillo, benn tri de viot dimezet ! —


III.


Tro mare-ze a iez ar c’hleuzer koz dre ar vro,
Gant-han he gloc’h bihan, o kas kannad ar maro.

— Pedit, eid ann ene zo bet enn otro marc’hek,
Keit eo bet war ar bed eunn den mad ha kalonek,

Ha ma bet gwall tihet er c’hof gand eunn toll kleze,
Enn tu all da Naoned, kreiz eunn emgann braz du-ze.

Warc’hoaz tro ar c’huz heol, e teraouo ann nozvez,
Ha kaset vo goude deuz ann iliz wenn d’he vez. —


IV.


— C’houi ia d’ar ger a-bred ! — Ma ’z ann dar ger, oh ! ia de !
— Ne ked achu ar fest, na ken-nebeud ar parde.

— N’onn ked evid herzel grand true am euz out-hi,
O welet ar potr-saoul tal-oc’h-tal gant-hi enn ti.

Endro d’ar plac’hik paour a oele leiz hi c’halon,
Ann holl dud a oele na zoken ’nn otro person ;

E iliz ar barrez, beure ma, ’nn holl a wele,
Re iaouang ha re goz, nemed hi lez-vamm na re.

Seul-vui ar zonerien, tont d’ar maner a zone,
Seul-vui he c’honfortec’h, seul-vui he c’halon ranne.