Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/316

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208


Ha mar deu va mamm d’am dasprenn
Kannader, arouezi e gwenn ;

Ha, sioaz d’in, ma na zeu-hi ;
Va faotr, e du ec’h arouezi. —


II.


Pa zigouezaz e bro Leon,
E oa o koania ann itron,

E oa gand he zud, diouc’h ann daol ;
Ann delenourien enn ho roll.

— Nozvad d’e-hoc’h, itron ann ti-man :
Setu bizou aour ho map Bran,

He vizou kouls hag eul lizer :
Bed eo he lenn, he lenn e-berr. —

— Tavit, telenourien ho son ;
Glac’har vraz a zo em c’halon ;

Tavit, telenourien, buhan,
Paket va mab, ne ouienn man !

Ra farder eul lestr d’in fenoz,
Ma treuzin ar mor antronoz ! —


III.


Antronoz, eveuz he wele,
Ann aotrou Bran a c’houlenne :

— Gedour, gedour, d’in livirit,
Lestr-e-bed o tont na welit ?

— Aotrou, marc’hek, na welann-me
Nemed ar mor-braz hag ann ne.