Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194


— Diskennet, otrou, deut enn ti,
Ha list ho kirri er c’hardi,

Ha list ho marc’h gwenn gand ar flec’h,
Ha deut-hu da goania d’ann nec’h.

Deut da goania, ’kent, da walc’hi ;
Korna ’reer ann dour ; klevet-hui ?

— Gwalc’hi rinn, otrou, bremaik,
Pa vezo poezet ar c’hinnig. —

Kenta sac’h a oe digaset,
Hag hen er c’hiz mad liammet,

Kenta sac’h a oe digaset,
Ar poez enn han a oe kavet.

Eilved sac’h a oe digaset,
Kompez ive a oe kavet,

Tride sac’h oe poezet : — Hola !
Hola ! hola ! fallout a ra ! —

Ar merer evel m’her gwelaz,
He zorn war ar zac’h astennaz ;

El liammou a grogaz krenn,
O klask ann tu d’ho dieren.

— Gortoz, gortoz, otrou merer ;
Va c’hleze ho droc’ho e-berr ! —

Oa ked he gomz peurlavaret,
Pa oa he gleze diwennet,

Ha gand penn ar Gall daoubleget
Rez he ziou-skoa skoi en deuz gret,

Ken’ droc’haz kik hag elfeien
Ha sug eur skudel c’hoaz ouspenn.