Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160


Ken a lavare ar varc’heien :
— Ann otrou Lez-Breiz a zo eunn den ! —

Hag ann otrou Lez-Breiz, a-neuze,
A lavare ive evelse :

— E ugent stourmad ed onn-me bet,
Hag ugent mil den am euz trec’het ;

Ha biskoaz n’am boe kement a boan
Evel o c’hoari deuz ar Morian.

Itron santez Anna, va mamm ger,
C’hui a ra burzudou em c’henver !

Me a zavo d’hoc’h eunn ti-bedi,
War grec’h, etre Leger hag Indi [1]. —

  1. Evuruz, evuruz ann ti
    E-tre beg Leger hag Indi !

    (Diouganou Gwenc’hlan.)