Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XII
LEZ-BREIZ.
(Ies Kerne.)
I.
AR C’HIMIAD.
I.
Pa oa potr Lez-Breiz e ti he vamm
En defa bet eur pedez estlamm :
Eur marc’heg o tonet gand ar c’hoad,
Hag hen penn da-benn harneset mad.
Hag ar potr Lez-Breiz dal’ m’ he welaz
Arvari oa Sant Mikel a reaz ;
Ha war he zaou-lin en em strinkaz
Hag en em groaza prim a reaz
— Otrou Sant Mikel, enn han Doue
Na it ked da ober droug d’i-me !
— Ann otrou Sant Mikel n’ed onn ket,
Nag eunn droug-oberour ken-neubed,
Sant Mikel, a-vad, me n’am onn ket ;
Marc’heg urzet, na lavarann ket.
— Gwelet marc’hek biskoaz n’am euz gret,
Na gomzout anezho ken-neubed.
— Eunn den evel-d-on ann hini eou ;
Gwelaz-te unan o vont ebiou ?
— Leveret-hu d’ i-me da genta ;
Petra ze, na petra rit, gant-ha ?