— Sav alese, embanner mad ;
Sav, deuz ta wele, ha timad !
Ha ke da gemenn dre ar vro,
Dont d’ann eured neb a garo ;
Dont da eured merc’h ar roue
A vo dimet a-benn eiz-te ;
Dont d’ann eured, tudjentiled,
Kement zo e Breiz hed-ha-hed ;
Tudjentiled ha barnerien ;
Tud a iliz ha marc’heien ;
Ha da genta ar Gonted-vaour,
Ha tud pinvidik ha tud paour ;
Ke buhan ha skanv dre ar vro,
Kannadour, ha deuz skanv endro. —
— Chilaouet holl ; holl chilaouet,
Ma oc’h euz diouskouarn da glevet !
Chilaouet holl hag e klefet
Ar pez a zo gourc’hemennet :
Dont da eured merc’h ar roue,
Neb a garo, a-benn eiz-te ;
Dont d’ann eured, braz ha bihan
Kement a zo er c’hanton-man ;
Dont d’ann eured, tudjentiled,
Kement zo e Breiz hed-ha-hed,
Tudjentiled ha barnerien,
Tud a iliz ha marc’heien ;