Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/218

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
110



IV.


— Eurvad ha joa barz ann ti-me ;
Chetu me digouet adarre ;

Chetu me deuet adarre,
Ha telen Varzin gan-i me. —

Mab ar roue dal’m’he glevaz,
Oud he dad roue ’c’hourgomzaz ;

Ar roue pa’n deuz he glevet ;
D’ann den iaouank en deuz laret ;

— Mar gasez d’i-me he vizou
A zo gant han enn he zorn deou ;

Mar gasez he vizou d’i-me
Te po ma merc’h digan-i-me. —

Hag hen da zont, o wela dru,
Da gaout he vamm-gouz dioc’h-tu.

— Ann otrou roue’n doa laret,
Ha padal en deuz dislaret !

— Na chif ket evit kement-ze ;
Tap eur skoultrik a zo aze ;

A zo aze ’barz ma arc’hik,
Hag enn han daouzek deliennik,

Hag enn han daouzek delien grenn,
Hag hi ker kaer hag aour melen,

Hag onn bet seiz noz da gerc’hat,
Seiz vloa tremenet, e seiz koat.

Pa gano’r c’houg da hanter-noz,
Ho marc’h ru vo oc’h ho kortoz ;