Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/186

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
78

Gwin ha goad a red
Enn gefred ;
Gwin ha goad a red.

Gwin gwenn ha goad ruz
Ha goad druz ;
Gwin gwenn ha goad ruz.

Goad ruz ha gwin gwenn
Eunn aouen !
Goad ruz ha gwin gwenn.

Goad ar C’hallaoued
Eo a red ;
Goad ar C’hallaoued.

Goad ha gwin eviz
Er gwall vriz ;
Goad ha gwin eviz.

Gwin ha goad a vev
Neb a ev ;
Gwin ha goad a vev.


II.


Goad gwin ha korol
D’id, Heol !
Goad gwin ha korol.

Ha korol ha kan,
Kan ha kann !
Ha korol ha kan.

Korol ar c’hleze,
Enn eze ;
Korol ar c’hleze.