Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/172

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


VI


LIVADEN GERIS.


(Ies Kerne.)


I.


Ha glevaz-te, ha glevaz-te
Pez a lavaraz den Doue
D’ar roue Gradlon enn Is be ? [1]

— « Arabad eo en embarat !
Arabad eo arabadiat !
Goude levenez, kalonad !

« Neb a beg e kig ar pesked,
Gand ar pesked a vo peget,
Ha neb a lonk a vo lonket.

« Ha neb a ev ha gwin ha mesk ;
A evo dour evel eur pesk ;
Ha neb na oar a gavo desk. »


II.


Ar roue Gradlon a venne :
— Koanourien da, da eo gan-e
Monet da gouski eur banne.

— Da gouski afec’h antronoz ;
Manet-hu gan-e-omp-ni fenoz :
Hogen pa vennit-hu, bennnoz ! —

  1. Be est ici pour a zo, selon dom le Pelletier, qui connaissait ce vers, et qui l’a traduit comme nous. (V. son dictionnaire, col. 59.)