Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/96

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



AR RANNOU
— IES KERNE —



ANN DROUIZ.
Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ;
Daik, petra fel d’id-de ?
Petra ganinn-me d’id-de.

AR BUGEL.
— Kan d’in euz a eur rann,
Ken a oufenn breman.

ANN DROUIZ.
— Heb rann ar Red heb-ken :
Ankou, tad ann Anken ;
Netra kent, netra ken.
Daik, mab gwenn Drouiz; ore ;
Daik, petra fel d’id-de ?
Petra ganinn-me d’id-de ?

AR BUGEL.
— Kan d’in euz a zaou rann
Ken a oufenn breman.

ANN DROUIZ.
— Daou ejenn dioc’h eur gibi ;
O sachat, o souheti ;
Edrec’hit ann estoni !