Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/585

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag e lare : — Deut-hu gan-e,
Mar fell d’hoc’h miret ho ene ;
Deut, heb dale’ bed, war ar mez,
Da ober ho silvidigez. —

Hag hi, dre hun, da lavaret :
— Mont a rinn gan-e-hoc’h, va fried ;
Lec’h a gerfet, da leanez,
Da ober va zilvidigez. —

Ar re goz ho deuz lavaret
Penoz e oa hi bet douget,
Hag hi kousket, dreist ar mor braz,
Gand ann elez, da zor he goaz.

Toull dor he goaz pa zihunaz,
Tri zol war ann nor a reaz :
— Me zo ho tous hag ho pried
A zo gant Doue digaset. —

Hag hen d’he anaout dioc’h he mouez,
Ha da zevel kerkent, ha mez ;
Hag he zorn ’nn he dorn e lake,
Gand komzo kaer demeuz Doue.

Goude ’savaz eul lojik d’ei,
Tal he hini, a goste klei,
Tal ar feunteun, gand balan glaz
Enn eur wasked, dren ar roc’h c’hlaz.

Pellik meur e jomzont eno,
Ken a ieaz brud dre ar vro
Euz ar burzudo devoant gret,
Ha oant bemde darempredet.