Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/519

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



piarik.

Ma dousik koant, pa eann d’ho ti
Vit ho koulenn da zimizi,
Roet-hu d’in-me eur respont vad,
’Vel reaz gwechall ho mamm d’ho tad.


loizaik.

Respont a rinn d’hoc’h den iaouank,
Pa c’houlet ker soubl ha ker koant ;
Ne fell d’in laret gaou e-bed,
A-benn diriou eo ma eured.

Tro ma c’her-ma, war ann dachen,
A zo gan-in mecherourien
Oc’h ober soliou, skabellou,
Da rei d’am zud a-benn diriou ;

A-benn diriou eo ma eured ;
Re ziveed em oc’h digouet,
Hag unan all en deuz hadet
Em liorz bleun ar garanted.


piarik.

Gan-in-me hadet e oa bet,
Ha c’hui hoc’h euz hen displantet ;
Ha setu hen breman sec’het,
Hogen ma c’halon ne ma ket ;

Ho karout a rann koulskoude,
Enn hoc’h e sonjann noz ha de,
Ho alan, dre doull ann alc’houe,
A zeu d’am dihun em gwele.

Hanter kant nozvez em onn bet,
Toullig ho tour, ne ouiec’h ket,
Ar glao, ann avel o m’ filat,
Ken vere dour deuz ma dillad.