Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/425

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

MARO PONTKALEK

— IES KERNE —
 
Eur werzenn neve zo savet;
War markiz Pontkalek eo gret;

— Traitour! ah!
Malloz d’id!
Malloz d’id ’ta!
Traitour! ah!
Malloz d’id! ah!

War markiz iaouank Pontkalek,
Ker koant, ken drant, ker kalonek!

—Traitour! ah! etc.

Mignon a oa d’ar Vretoned,
Abalamour aneo oa deuet;

— Traitour! ah! etc.

Abalamour aneo oa deuet,
Hag etre-z-ho oa bet maget.

Mignon a oa d’ar Vretoned,
D’ar vourc’hizien ne larann ket;

D’ar vourc’hizien ne larann ket,
A zo a-du ar C’hallaoued;

A zo atao kas gwaska re
N’ho deuz na madou na leve,

Nemet poan ho diou-vrec’h, noz-de,
Evit maga ho mammou d’he.