Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/421

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Er gerig a Lannion enn eunn hostaliri,
Da Berinaik Mignon a oe matez enn hi.

— Aozet d’omp-ni, hostizez, peb tra evit koanian
Stlipo fresk, ha kik rostet, ha gwin mad da evan ! —

P’ho doe debret hag evet peb hini leiz he ler :
— Setu arc’hant, hostizez, kontet blank ha diner ;

Setu arc’hant, hostizez, kontet blank ha diner ;
Ho matez gand eul letern, da zont d’hon c’has d’ar ger ! —

Pa oant-hi war ann hent braz eur pennadik mad eet,
Eur gomz kuz warbenn ar plac’h tre-n-he oa bet laret.

— Plac’hik koant, ho tentigo, ho tal hag ho tiou-jod,
A zo gwenn evel ton ar c’hoummo, war ann od.

— Maltoterien, me ho ped, em lezet evel on,
Evel laket gand Doue, laket gand Doue on ;

Ha pa venn kant gwech braoc’h, ia, kant gwech braoc’h c’hoaz,
Na venn ’vid hoc’h, otronez, na venn na well na was.

— Hervez ho komzo mignon, va merc’hik, me a gred,
Em hoc’h bet gand re Vegar, pe gand kloer desket ;