Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/397

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eur pajik iaouang a gomzaz
Ouz ann itroun pa he c’hlevaz :
— Skrivit lizeriou, pa gerfet,
Kannaderien a vo kavet. —

Koulskoude eul lizer skrivaz,
Ha d’ar paj e-berr he roaz,
Gant gourc’hemenn evit he gaz
Raktal d’he mamm da Geroulaz.

Pa erruaz al lizer gant-hi,
A oa er zal oc’h ebati
Gand lod tudjentil euz ar vro,
Ha Kerdomaz a oa eno.

P’e doe-hi al lizer lennet,
Pa Gerdomaz Meuz lavaret :
— Likit dipra kezek raktal,
Ma ’z aimp fenoz da Gastelgall. —

Itroun Keroulaz c’houlenne,
E Kastelgall pa errue :
— Netra nevez zo enn ti-ma,
Pe’steignet ar perzier giz ma ?

— Ar benn-herez oa deut ama
A zo maro enn nozvez-ma.
— Ma eo maro ar benn-herez,
Me a zo he gwir lazerez !

Meur wech e doa d’in lavaret :
D’ar markiz Melz n’em roit ket ;
Va roit kent da Gerdomaz ;
Hen-nez en deuz ar muia graz. —

Kerdomaz ha ’r vamm dizeuruz,
Skoet gand eunn taol ker truezuz,
Zo en em westlet da Zoue,
Er c’hlaostr du, evid ho buhe.