Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/392

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Evid ar bloaz n’e deuz ket gret,
Rag he danver na aotre ket ;
Emzivadez eo aberz tad ;
Grad-vad he c’herent a vez mad.

— Va holl gerent a du va zad
N’ho deuz biskoaz karet va mad
Nemet c’hoantaet va maro,
Da gaout war-lerc’h va mado. —


II

— Ar benn-herez a Geroulaz
E deuz hirio plijadur vraz,
O tougen eur zae satin gwenn,
Ha boukedou aour war he fenn.

Ne d-eo ket botou lasenet
Boaz ar benn-herez da gaouet :
Boteier seiz ha lerou glaz,
Boaz eur benn-herez Keroulaz. —

Evelse a gomzet er zal,
Pa zeue’r benn-herez er bal ;
Rag markiz Melz oa erruet,
Gand he vamm hag heul braz meurbet.

— Me garje beza koulmik c’hlaz,
War ann doen a Geroulaz,
Evit klevet ar gomplidi,
Etre he vamm ha va hini.

Me a gren gant pez a welann ;
Ne ked heb sonj int deut aman,
Euz a Gerne, pa zo enn ti,
Eur benn-herez da zimizi.