Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha strap, ha son ann drompill hag ann tabolinou,
Ken a zone ar c’herreg war lein ar meneiou.

Ha me monet da welet ; ha ne weliz netra
Nemet Marc’haid ar gerc’heiz, pao-kamm, o pesketa :
— Marc’haid, Marc’haidik, te nij huel ha pell ;
Pelra neve zo digouet e-barz e Breiz-izel ?

— Netra neve zo digouet e-barz e Breiz-izel,
Nemed e tri c’horn ar vro zo stravill ha brezel,
Savet ann holl Vretoned, plouiziz ha noblanz,
Ha na vo tin d’ar brezel ma na gav ann dud chanz. —

Neb ho gwele dastumet da vont da harzou Breiz,
E tachen Kergrist-Moelou, d’ar iou fask, tarz-ann-deiz,
Peb arkebut war ho skoa, peb blun ru euz ho zok,
Peb kleze euz ho c’hoste, banniel ar feiz a-rok.

Ha-pa oant o vonet kuit hi zo eet d’ann iliz
Evit kimiada sant Per kouls hag ann otrou Krist :
Hag o tont euz ann iliz ’nem stouont er vered ;
— Arsa ’ta, Kerne-huel, setu ho soudarded !