Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gliz a luc’h war vleun ar spernen ;
Ann heol, pa wel, a guz he benn.

Gliz ann nenv ne d-eo ked, a-vad :
Ne d-eo ken nemet gliz ar goad ;

Goad glan skuillet gand Rojerson,
Gwasan mab saoz a zo enn traon.


II

— Mac’haridik, va merc’hik koant,
C’houi zo buhan, ha c’houi zo drant

C’houi zavo warc’hoaz beure-mad,
Da gas lez d’ann dud zo’ varat.

— Va mammik mad, ma am c’haret,
D’ar varadek n’am c’haset ket,

N’am c’haset ked d’ar varadek :
C’hui lakai ann dud da zroug-preek.

Laket da vont va c’hoar henan,
Pe va c’hoar vihan Fransezan ;

Va mammik mad, ha me ho ped !
Gand Rojerson em onn spiet.

— Be spiet gand neb a garo,
C’houi zo pedet : c’houi a ielo ;

Sevel a reot kent hag ann de :
Ann otro vo enn he wele. —