Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/301

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eur marc’h du zo e toull ann nor,
O c’hortoz ann noz da zigor,

O c’hortoz da zigor ann noz ;
Eur marc’h sternet oc’h ho kortoz. —


II

Ne oa ked eet pell euz ar ger,
Pa glevaz o son ar c’hleier.

Neuze n’em lakaz da oela :
— Kenavo d’id santez Anna ;

Kenavo d’hoc’h kleier va bro,
Kleier va farez, kenavo ! —

Pa dremenaz lenn ann Anken,
Tud varo welaz, eur vanden ;

Gwelaz tud varo, eur vanden,
E lestrigou, gwisket e gwenn ;

Gwelaz tud varo kena-ken ;
Rez he c’halon strake he dent.

Pa dremenaz traoniou ar Goad,
Ho gwelaz d’he heul o lampat ;

Kemend e devoa kalonad,
Ken a zarraz he daou-lagad :

Kemend e devoa kalonad,
Ken a gollaz he skiand-vad.