Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/300

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gwir, eo ma mamm, pez ’m euz klevet ?
Ha da Jaouioz kouz onn gwerzet ?

— Ma merc’hik paour, ne ouzonn ket ;
Digant ho tad her goulennet.

— Ma zadik, d’in-me leveret,
Ha da Loeiz Jaouioz onn gwerzet?

— Ma merc’hik ker, ne ouzonn ket ;
Digand ho preur her goulennet.

— Ma breur Lannik, d’in leveret,
Ha d’ann otrou-ze m’onn gwerzet ?

— Ia! d’ar baron c’hui zo gwerzet,
Ha mont kuit timad a zo red ;

Ha mont kuit heb-dale zo red ;
Ho kwerza a zo digemered :

Hanter kant skoed enn arc’hant gwenn
Ha kemed-all enn aour melen.

— Ma mammik, d’in-me leveret,
Pe re dillad a vo gwisket ?

Va brouz ru, pe va brouz gloan wenn,
Hag e deuz gret va c’hoar Elen ?

Va brouzik wenn, pe va brouz ru
Ha va c’horkennik voulouz du ?

— Gwisket ann dillad a gerfet,
Va merc’h, kement-se na vern ket :