Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/297

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Skuizet awalc’h e ma gan-in ;
Bremaig he reisionninn !
— Ao ! ao ! Iann-ar zaoz, tec’h !
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
Ma ann diaol braz war da lerc’h !

Prajou ho deuz-int tremenet,
Poazi ar geod hi ho deuz gret ;
Parkou deuz-int treuzet,
— Osa ! skes ! skes ! (bis)
Na c’hreunio na kerc’h nag ed.

Na vronzo gwe el liorzao ;
Pikouz ar blun, ’vel gand ar glao.
Me garfe, ’m gwirione,
Osa ! skes ! skes !
Osa ! skes ! skes !
Me garfe, ’m gwirione,
’N em dagfent ’nn eil egile !