Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
« Mar d-eo maro va c’hi-red-gial,
O tont d’ar ger, me brenno ’nn all ;
« Met na heuli re ann heiez,
Gand aon rag helourien direiz. »
III
Monet eure ar c’hloarek fall
Da ved ann itron eur wech-all :
— Koll a ret, itron, ho kened,
O welo noz-de ’vel ma ret.
— Me na rann fors gand va gened,
Pa na zeu endro, va fried.
— Pa na zeu ho pried endro,
Me chans, eo dimet pe maro.
E bro sao-heol zo merc’hed koant,
Hag ouspenn ho deuz kalz ’argant.
E bro sao-heol a zo brezel ;
Eleiz, siouaz ! a renk mervel.
Mar d-eo dimet, milliget-han,
Mar d-eo maro, ankouait-han.
— Mar d-eo dimet, me a varvo,
Me a varvo, mar d-eo maro.
— Ar bank enn tan na laker ket,
Dre ma ve ann alc’houe kollet ;