Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/260

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Sal-ho-kraz, va lez-vamm, ’m euz ker euz a zen e-bed
Med euz ma breur-mager, hag a zo er ger digouet.

Bet am euz digant-han gwalennig aour ma eured,
Ha dont a rei enn-berr laouen ha skanv d’am c’herc’het.

— Gand gwalen hoc’h eured, me ho ped, sarret ho pek,
Pe me dapo eur vaz hag ho tiskoo da breek.

Pe dre gaer, pe dre heg, red a vo d’hoc’h dimizi
Da Jobig Al-loarek, da botrig hor marchosi.

— Da Jobik menargars! mervel rinn gand ar c’hlac’har!
Ma mamm, ma mammik paour! mar vez c’hoaz war ann douar!

— It d’en em glemm er porz, klemmit kement ma karfet,
Kaer po ober taillo, benn tri de viot dimezet! —

III
Tro mare-ze a iez ar c’hleuzer koz dre ar vro,
Gant-han he gloc’h bihan, o kas kannad ar maro.

— Pedit, eid ann ene zo bet enn otro marc’hek,
Keit eo bet war ar bed eunn den mad ha kalonek,