Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/251

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR PLAC’H DIMEZET GAND SATAN


— IES LEON —

I
Selaouit holl, bihan ha braz,
Ar barz-baleer eur wech c’hoaz.

Eur werz nevez am euz savet;
Koz ha iaouank, deuit d’he c’hlevet.

Ann dra-ma pa oa digouezet,
N’oann ked daouzek vloaz achuet.