Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Pa skoaz eul lestr a Vreiz war ann ot, hen kollet,
Pa skoaz eul lestr a vro penn-da-benn dispennet,
Kollet gant-han he raonnou hag he wernou breet,

Leun a oa a dud varo; den na ouffe lavar,
Na gout pe geit zo amzer n’en deuz gwelet ann douar.
Ha Silvestik oa eno, hogen na mamm na tad,
Na mignon n’en doa, siouaz ! karet he zaou-lagad !