Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Tre ma oa oet d’ar c’hroaz-hent, e tennez ma boutou,
Hag a iez d’he ziveia, didrouz, war ma lerou.

Mar jommann war ann douar, ha gen-in ma Goulaou,
Mar jommomp war ar bed-man, c’hoaz eur bloavez pe zaou;

C’hoaz eunn daou pe dri bloavez, ma dous ha me hon daou,
Ni a lakai ar bed-man da drei war he c’hinaou. —

— Evesait mad, Loizaik, evesait d’hoc’h ene,
Mar d-eo ar bed-man d’hoc’h-hu, da Zoue egile. —