Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/131

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


He zaoulagad ru glaou tan!
’Ma enn traon gad ar peulvan.

’Trou Doue! unan, daou, tri!
Mont enn dro war al leur zi!

Lamm a reont ha konari.
Taget onn, Gwerc’hez Vari!
 
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her,
Ha diriaou ha digwener! » —

Daou, tri, pevar, pemp ha c’houec’h!
— « Dilun, dimeurs, dimerc’her!

« Kemenerik, kemener,
Roc’ha rez aze, lerer!

« Kemener, kemenerik,
Tenn da fri mez eunn tammik!

« Deuz da ober eunn dro zans,
Ni ziskei d’id ar c’hadans;

« Kemenerik, kemener!
Dilun, dimeurs, dimerc’her.

« Kemenerik te zo laer.
Dilun, dimeurs, dimerc’her.

« Deuz d’hon laeraz eur wech-all,
Deuz, koz kemenerik fall;

« Ni ziskeio d’id eur bal
A rei d’az mell-kein strakal
Paz arc’hant korr tra na dal. —