Pajenn:Ar buguel fur - Ledan.djvu/21

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21



Natur al laër eo beza lent,
Caout aon ha spont pa za en hent,
E sonj dezàn ez eus bepret
Eur re benac oc’h e redec.

An Doctor.

Pet seurt laëron so er bed-mâ ?

Ar Buguel.

Difficil ve o nivera ;
Rac ma ve an oll examinet,
Nebeut a zen just a gaffet,
Hac ar pez am eston muya,
Hac a ra poan din da sonja,
Eo ma renter en peb canton
Enoriou d’ar brassa laëron,
Hac eun nombr bras a re dister
Dirac an oll a bunisser.

An Doctor.

Piou a gar enor er bed-mâ ?

Ar Buguel.

An oll a so contant anezâ.

An Doctor.

Piou a ra enor d’e nessa ?