Gant an Doctoret el lêzàn,
A raï guell uzach anezàn.
An Doctor.
Nep zo pedet da ur banqet,
Ha ne qet sot ma n’en da qet ?
Ar Buguel.
Furoc'h ê calz mar chom er guer,
Ma na oar eva dre voder.
An Doctor.
Petra ra an ini ev re ?
Ar Buguel.
Disqi d’ar bed oll e zoare.
Pa vez secret, mar bez mezo,
Qement a oar a lavaro,
Ha calz c’hoas aviziou ouspen,
Pa zao e vanne en e benn.
Ar paoura tout, evet dezàn,
A zo pinvidic, emezàn ;
Ha gouscoude en deveus poan
O clasq caout yot silet da goan.
An Doctor.
Piou a ra d’an dud guella cher ?