Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/95

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

ganfarded a zilammas hag a ziframmas ar bistolen a starde an aotrou eus e holl nerz en e zaouarn hag a zankas en e galon unan eus ar c’hontilli ze, hir ha lem, a vez atao gant al laeron vras ; ar re-all e keit-se a beurc’hrea o labour, a gemere kement a yoa gantan hag a stoufe d’ezan e c’henou evit miret outan da hopal.

— « Deuet eo ganeomp ! » eme unan a vouez izel.

Hag ez ejont ac’hano o kredi e lezent eur c’horf maro war o lerc’h. Pelloc’hik e klevchont trouz eun den o vale ; ha pep-hini adarre da lammat oc’h ar c’harz evit klask eun toull kuz da c’hedal an tremeniad.

— « Piou eta en deus an hardizegez da vont e-unan, war droad, en noz tenval, dre greiz eur c’hoad ker bras ? » emezo goustadik.

— « Al leanez Anjelina eo, eme ar yaouanka ; lezomp anezi da vale, n’he deus ket eur gwenneg war he hano. »

Tremen a eure o lavaret he chapeled.

Al leanez Anjelina a yoa eur C’hallez harluet diouz he bro gant kounnar diboell ar franmasoned. Deuet e oa gant he c’hoarezed da glask eur goudor el leac’h-se. Kouls hag e Bro-Franz, al leanez kez en harlu a implije he holl amzer etre ar beden, ar preder och an dud klanv hag ar beorien. Wardro eun den koz e oa bet galvet en noz-se ; muioc’h a amzer eget ne grede a rankas da dremen gantan. Abalamour da ze eo edo he unan ken divezat o treuzi ar c’hoad. Daoust ha petra c’hell ober aon d’eun ene n’eo mui stag oc’h an douar-ma nemet dre ar garantez ouz an nesa, d’eun den ha n’en deus ken madou nemet e chapeled hag an niver bras a c’hounidou evit an nenv, madou ha n’hellont ket beza taget gant al laeron ?