Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/77

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KOVEZION AR C’HLASKER KOZ


————


Madou ’r re-all ne c’hoanta ket
Evit o c’haout hep gwir ebet.


I


Er bloaz 1675, e weled bemdez eur paour koz e-kichen dor vrasa unan eus hor c’haera ilizou-meur. Gwisket e oa a druilhou, e vleo reustlet a ziskenne a vouchadou tro-dro d’e benn, hag a guze eul loden eus e dal roufennet ; e varo hir, deuet da veza gwenn gant an amzer, a c’holoe eul loden vras eus e asgre.

Ouspen bloaz a yoa abaoue ma teue bemdez evel-se da doull-dor an iliz da vare an ofisou. Meurbet iskis e oa e zoareou : chom a rea pelloc’hik eget ar beorien-all, ha ne c’houlenne an aluzen digant den ebet. Ha pa zigoueze gant eun den karantezus bennak rei d’ezan eun aluzen, ar paour a drugarekea o stoui e benn hep lavaret ger.

Morse ne lakea e dreid en iliz. Er gwasa derveziou kriz [eus] ar goanv kouls hag er re gwrezusa eus an hanv e kaved anezan en hevelep leac’h. Hag o welet e lagad difinv, e c’henou a dreuz, faeüs hag ankeniet, meur a hini a grede edo eno o paea evit eun torfed bennak.

Glao a rea er mintinvez-se eus a viz meurz, gwasoc’h evit pa vijed en uhel o teuler dour war an douar a varazou. Eur beleg a deuas da dremen,