Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

eal, e chommas war eur garreg goloet a van teo ; setu penaos ne oe ket ker gloazet. A nebeudou e teuas e skianchou en-dro gant freskadurez an dour. Deuet tre adarre ennan e-unan, gant skoazel e vaz houarnet ne oe ket pell o pignat war an hent, hag ac’hano war-zu ar gear, e leac’h ma tigouezas hep beza gwelet eur c’hristen.

Mantret e oe pa zigoras dor ar presbital. Dirazan, astennet war al leur-di, edo Fant, o klemm hep gellout lavaret eur gomz. An tiretennou a yoa digor, an arbeliou torret warno an doriou ; en eur ger, pep tra a yoa war an tu gin. Ar beleg santel a oe mall gantan trugarekaat Doue da veza miret diou vuez hag a yoa bet ken tost d’ar maro.

Eur wech diliammet, epad m’edo ar person en iliz, Fant a oe mall ganti mont a zor da zor dre ar vourc’h da enkanti ar pez a yoa c’hoarvezet er gwall-nosvez-se.

Hep dale, hag hep gortoz ali an archerien kemennet koulskoude gant ar mear, ugent gwaz a gerzas war roudou ar muntrer, a-gleiz, a-zeou, a-dreuz hag a-hed ar meneziou.

Tri dervez e padas an enklask, rak ne oe kavet nemet d’abardaez an trede deiz goude an darvoud kriz.

Kavet e oa ; hogen n’oa ket ebat lakaat an dourn warnan. Gallet e oe ’velkent e jadenna goude eur c’hrogad tenn : daou zen a oe gwall-c’hloazet. Ma oe kaset, liammet, d’an archerien.

Al lez-varn her c’hondaonas didruez da veza dibennet.

Eur zonj a deuas d’ar person pa glevas e oa bet kondaonet e vuntrer d’ar maro : sklerljenna an ene paour a yoa a vonet dirak e varner a benn eun nebeut derveziou. O veza bet aotreet da vont betek an torfetour, ar person a yeas eun abardevez, d’ar prizon.