Pajenn:Ar Prat - Nozveziou an arvor, 1909.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —

dre wask ar stalafiou koad diskloz a yoa war ar gegin.

Oc’h anaout mouez an den he doa klevet, div heur kent, deuet da c’houlen skoazel he mestr mat, Fant a hastas mont da zigeri evit kaout eur c’helou bennak anezan, rak aoun he doa ne vije c’hoarvezet droug gantan.

Kerkent ha m’en doe lakeat e dreid en ti, an torfetour a zailhas war ar vaouez paour ha n’edo tamm ebet war c’hed a gement-se. Sailha a reas warni evel ma sailh ar bleiz war an oan, hag he zaolas d’an douar. Liamma a reas he daouarn hag he zreid, hag evit miret outi da youc’hal, e stankas he genou gant eur mouchouar. Ne oe ket hir al labour-ze : daou pe dri munut ; rak ar plac’h keaz n’eseas ket enebi an distera, strafuilhet evel ma’z oa ; hag, a-hend-all, an torfetour milliget a ouie mat sur e vicher.

O veza vak da ober ar pez a garie, ar muntrer ne jomas ket da zellet endro d’ezan. Mont a eure eus an nec’h d’an traon, eus ar c’hao d’ar zolier, o kregi e kement a gave mat evitan. Divarc’ha a reas an arbeliou, an tiretennou. Kemeret a reas an toulladig gwenneien a gouezas dindan e graban, o nebeud ! rak an aotrou person a yoa paour ; kement en doa a yea gant ar beorien.

Antronoz, kerkent ha goulou-deiz, an nep a vije bet war-zav en divije gallet gwelet an aotrou person o tont d’ar gear evel ma c’halle. Boudinellet e oa bet hepken gant an taoliou, ha glazet e meur a dachen. E leac’h koueza en dour evel ma tlie ober, hag e leac’h ma vije bet beuzet hep mar ebet, dre c’hraz Doue hag evel pa vije bet douget gant eun

5