Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
santez gwennik


gand ar gwall amzer, e koljont ho hent, ha n’ho doa mui evit gouzoud dre be du mont nemed an tan euz al listri a welent dirazho.

Hogen, an oll a oar pegen kriz oa Bretoned an amzer-ze.

Beza ez oant eonennerien mor, o veva gand al laeronsiou great gantho war al listri. Kustum oant da staga goulaouennou rousin oc’h kerniel ejenned da bere ho doa hualed an treid, ar pez a rea d’ar goulou beza henvel eun tamm bennag oc’h sklerijen al listri war ar mor. Evel-se ive oe faziet ar vag war behini edo Gwennik hag he c’herent. O kredi tec’het ar c’herrek evit mont pell dioc’h an aochou e teujont da steki outho, ha d’en em goll. Gwennik hepken a c’hellaz en em zavetei. Perak hi ? Abalamour Doue en doa abenn neuze skoet he c’halon gand he c’hras nerzuz ; hag epad ma c’hoeze an avel foll, Gwennik, en eur c’horn euz al lestr, a bede euz a oll nerz he c’halon c’hoaz glan. Kredi a reaz bale war ar mor kounnaret, o rei an dorn da Jezuz, ar Pastor mad, euz a behini oa an oan dousa ha gwenna ; ar gwall amzer a goueze dre oll ma tremene gant-Han. Dizale kement-ma oe eun dra wir evithi. D’ar mare ma stoke al lestr oc’h ar roc’h, Gwennik na welaz netra en dro d’ezhi ; hogen, eun dorn a grogaz en he hini, hag a jachaz anezhi goustadik. Mont a reaz da heul, ha na welaz he devoa baleet war ar mor nemed pa lakaaz he zreid war an aod. Neuze an dorn en doa he bleinet a ziskrogaz, hag en em gavaz he unan.

N’oa den d’ar mare war an aod. Hogen, pelloc’hig,