Pajenn:Ar Prat - Mouez Reier Plougastell, 1905.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
meuleudi bro-leon



Abredik Leoniz a welaz
Sklerijen vurzuduz ar groaz
Da Leon Doue en deuz kaset
Eun niver braz a Zent brudet.

E Breiz-Tramor, du-ze, Paol oa en he beden,
Pa wel tostik d’ezhan eun eal gwisket e gwenn ;
Euz an env e tired, digaset gand Jezuz,
Ganthan ar c’helou-ma, a dra zur souezuz :

« Belek santel, sav alese,
Gourc’hemennet eo gand Doue ;
Treuz prim ar mor, kerz da brezeg
Da Vreiz-Izel ken ezommek. »

Rak-tal Paol a zentaz, gand eun nebeud menec’h,
Mont a reaz war vor, trezek Arvor, dinec’h ;
Diez e ve laret ar vad a reaz dre-oll
D’hon tud koz paianed a veve en ho roll.

Ar Vretoned stard en ho fenn
Na vez morse ’med eur greden ;
D’ar gwir feiz kristen gounezet,
Arvorik a gredo bepred.

Ar pez en deuz great Paol tro war dro da Gastel,
Pegement ha re-all ho deuz e Breiz-Izel
Diskaret giziou kriz, ha plantet en ho lec’h
Kroaz santel Hor Zalver, ha kustummou dibec’h.

Henvel a rin Mikeal Nobletz,
Bet eo dre Leon e peb parrez ;