Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT

e oe o klask gouzout da beleac’h ha d’ober petra ez ea ar vanden louzed-se. Asten a reas he fenn eun tammig, ha petra welas ? Korf Gwitourius astennet en e hed war leur an ti. hag an holl diaoulou en-dro d’ezan, o youc’hal, o c’hoarzin goap.

… « Allo, Gwitourius, hor zervicher aketus, deus, deus ganeomp ! Deus, ma vezi paeet evit ar boan ac’h eus kemeret da blijout d’eomp. Deus, ma vezo tommet da dreid d’it. A ! A ! A ! Setu te etre hon daouarn ! A ! A ! A !… »

Satanaz a c’houitellas, hag an holl diaoulou a davas. Hag e komzas evelen :

« Gwitourius, abalamour d’an droug ec’h eus great ama, el leac’h-ma ha tro-war-dro, epad eur reujad bloaveziou, te a deuio bemdez dre ama pa skoy an