Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
MARVAILHOU AR VRETONED

setu deuet da dro ! Ez eez da renta kount d’ar Barner bras !… »

A veac’h e oa eat e dreid dreist an treuzou ma oe klevet eun trouz spountus. Yann-Mikeal en doa tennet, ha tennet mat, ken n’en doa ket zoken Gwitourius amzer da c’houzout a be du e tenned warnan. Eun eil denn laosket dioustu warlerc’h ar c’henta hen ledas war al leur-zi maro mik.

Yann na jommas ket eno da c’hedal an deiz. Mall bras en doa da vont eus al leac’h daonet-se. Mont a reas eta war eün d’ar marchosi da gerc’hat e varc’h, d’her sternia oc’h e garrad marc’hadourez. Hag hen en hent o veuli Doue d’e veza miret dioc’h eur maro kriz.

An nemorant eus e veach a dremenas hep droug ebed.


VIII. — Gwitourius o vont gant an diaoulou.


Kerkent ha m’oa eat Yann-Mikea1 en hent e oe klevet en ti eun trouz spountus evel eun tarz kurun pa vez tost an arne.

Anjel a yeas da guzat dindan an daol, o krena evel eur bern deliou. Nebeut goude e welas eur maread diaoulou bihan, du evel an huzel, daoulagad ruz tan en o fenn, eul lost hir o treina war-lerc’h pep-hini anezo. Dont a reant dre ar siminal, oc’h ober eur safar, eun drailh da vouzara an den ar gwella skouarnet. Da ziweza e teue Lusifer, prins an drouk-sperejou ; Anjel da vihana a gredas e oa hen. Nec’het meurbet