Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT

Klevet em eus tennou bremaïk, hag e kreden e oa maro an holl ama !… Na pebeuz tud kriz !… »

— « Nan, evel a welit, n’eo ket marvet an holl. Me a zo c’hoaz war va zreid, a drugare Doue ! Marc’hadourez va mestr a jomm dindan krabanou an hostiz trubard ha muntrer, gwir eo ; hogen, na jommint ket pell avad ! »

— « Pa hoc’h eus bet an eurvad d’en em zizober eus hoc’h enebour e teuot ive a-benn eus va gwaz lazer, fisianz em euz ! Me na c’houlennan ken nemed mont ac’han ar c’henta gwella. N’eo ket eur vuez a c’houzanvan ama trizek vloaz zo ! O, ne vo ket re abred d’in kaout adarre ar gwir da veva er reiz evel an dud onest !… Pa deuio ar pez fall en ti, na souezet e vezo oc’h ho kwelet, aotrou, rak ho kredi a ra en douar ! Marvad e sailho warnoc’h ’vel eul loen gouez war e breiz !… »

— « Me na vezin ket lent ken nebeut ! »

— « Tennit warnan dizamant ! Eun ober mat a refet, m’hen tou !… Chommit kuzet aze, adre an nor vras ; ha pa glevfet anezan o tont en ti, bezit war evez, ha dreist-oll na vankit ket ho taol !… Mont a ran da guzat… Chanz vat d’eoc’h, va den.

— « Fizianz am eus e vezo Doue ganen betek penn. »

Eur pennadig goude al laer a deue er porz o sutal hag o kana evel eun den eürus. Edo c’hoaz er-meaz pa hopas :

— « Ac’hanta, Bastian, e peleac’h e chommez ? Deus da eva eur banne chigoden, sec’hed a dleez kaout ! »

— « Deus atao, Gwitourius, te da vihana n’az pezo mui na naon na sec’hed. Lazet awalc’h ec’h eus ;