Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
MARVAILHOU AR VRETONED

unan ive, hogen kement ec’h horjelle ma ’z eas e denn da skei gant ar voger. Bastian na zaleas ket da goueza d’an douar evel eur zac’had dilhad fank. Yann-Mikeal a zailhas warnan, hag a zankas e gontell e kalou an torfetour. Dies e kave, a dra-zur ; hogen, pe laza, pe beza lazet, n’oa ket evit mont a-dreuz. Hag, evel a vez lavaret :

Gweloc’h eo beza kiger eget leue !

Jukos a yoa chommet harp oc’h an nor. O welet ez ea ker fall an traou eus e du, e taolas e c’houlaouen d’an traon, hag hen ac’hano mar gouie, a-dreuz hag a-hed dre al lanneier. Kredabl en doa kollet e skiant vat. Galoupat a reas kement ma na oe mui klevet hano anezan er c’harter.

Bastian a varve, edo ar roc’hel gantan. Yann-Mikeal a deuas sonj d’ezan eus ar c’homzou klevet eur pennad a-raok : « Kerkent ha m’az pezo great e stal d’ezan e taoli e gorf dre ar prenestr !… »

Hag hen digeri ar prenestr ; hag o veza tapet krog e korf Bastian e taolas anezan er meaz hep lavaret ger. Gwitourius a begas ennan hag her c’hasas d’al liorz evit e zouara.

Pa oa eat kwit, Yann-Mikeal a zonjas :

— « Petra rin-me brema ?… Tec’het hep va marc’hadourez pe mont dirak al laer bras d’o goulen ?… »


VII. — Anjel o tiskoacha.


Edo er zonjou-ze pa zigouezas greg Gwitourius. « Jezuz, ma Doue ! emezi, n’oc’h ket maro ’ta ?