Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT

mik !… Aotrou Doue, truez oc’h eur pec’her paour ! Saveteit va ene, ha bezet truez oc’h va greg ha va bugale !… Roit d’am breac’h nerz Judit, ma taolin d’an douar pennou enebourien hoc’h hano santel !… »

Edo c’hoaz o koms evel-se outan e-unan pa glevas safar. « Alo, emezan, deuet eo va heur ! Emaint erru ! »


VI. — Ar C’hrogad.


Bastian ha Jukos chommet da gousket oc’h an daol a yoa nevez dihunet. Jukos a c’houlennas :

— « Ped eur a verk ar moumeder ? »

— « Hanter-noz nemet pemp ! »

— « Da gontel a zo ganes ? »

— « Dre gerniel an diaoul ! na garfen ket he lezel War va lerc’h. Eul laer na vez morse hep e gontel ! »

— « Va hini em eus ive. Va fistolen a zo ama en direten. »

— « Prest out ? »

— « Ya ! »

— « Deomp neuze !… Kemer ar goulou ma welimp araok hag hen eo kousket. »

Bastian, evel kosa, a ye da genta. Hen eo a zigoras an nor goustat. Yann-Mikeal alkodet e gein oc’h ar gwele a c’houlennas :

— « Petra glaskez ? »

— « Da vuez ! eme Vastian o vont d’ezan var-eün. »

— « Gortoz, kamalad ! eme ar marc’hadour. »

Hag hen leuskel eun tenn pistolen hag a yeas dres e kof ar muntrer digalon. Hema a-raok koueza a laoskas