Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT

gounit peadra d’o sevel deread. Er gwel a ze na esperne netra.

Yann-Mikeal a reat anezan. Leun e oa a zoujanz Doue hag a garantez evit an nesa. Morse na deue eus e c’henou an disterra koms trenk eneb nikun. Na garie ket an trouz, ha kerkent ha ma vije echu e zervez gantan, ec’h en em denne d’ar gear ; eno edo e ebad.

Biskoaz n’oa bet e Keraez, rak-se n’anaveze ket an hent, ha nebeutoc’h c’hoaz doare an tiez a gavche warnan. Eat oa hep difizianz ebet e ti bras ar C’hroaz-hent. An nep a zo eün youlou e galon a gred eo an holl henvel outan. An oan na zonj ket nemeur e fallagriez ar bleiz.

Daoust ha petra oa deuet da veza epad m’edo bodet al laeron evit e gondaoni d’ar maro ?