Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
MARVAILHOU AR VRETONED

ezom az pefe da gaout dourn. Me a ya da ober eur c’housk. War-dro unnek heur hanter e savin da ober eun toull el liorz. Kerkent ha m’az pezo e lazet e taoli ar c’horf dre ar prenestr ; me a grogo ennan hag hen taolo en douar, ha morse den na ouezo petra ’vezo deuet da veza. Ententet mad ec’h eus, Bastian ? »

— « Ya, ya, aotrou kabiten ; evel-se piz ha piz e vezo great ! »

— « Mat, Bastian, roet ec’h eus da c’her ; fiziout a ran ennout. »

— « Fiziout a c’hellit ; da hanter-noz me a vezo war zav. »

— « Kenavezo bremaïk, Bastian ! »

— « Kenavezo dizale, aotrou kabiten ! »


V. — Ar Beachour en e doull kambr.


Ganet e oa en eur geriadennig a Blounger, e goueled Leon. Seiz vloaz a yoa edo o servicha en eur stal vras a Landerne.

E gundu vat he doa great d’e vestr kaout ennan pep fizians. Kaset e veze dalc’hmat da Lesneven, da Landivicho, da Witevede, da Lannilis ha da Gastell zoken, gant karradou mat a varc’hadourez a dalvoudegez vras.

Dimezet e oa abaoue pemp pe c’houec’h vloaz, ha Doue en don digaset d’ezan tri grouadurig koant evel an heol. Labourat, poania a rea endra c’helle evit