Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
MARVAILHOU AR VRETONED


— « Ha n’ec’h eus great netra, klaoustre ? »

— « Nan avad, aotrou ! »

— « Hag e kav d’it, boned ar gounnar ! e roin lojeiz ha bara d’it evit ober netra ? Na zigasez ket d’in talvoudegez an dour a evez ! Setu eur pennad brao a amzer ma seblant beza maro da zaouarn ouzit !…

Ha te, Bastian ? »

— « Me, aotrou, a zo bet war hent ar Fouilhez. Goude beza gedet pellik, setu eur c’harr o tont d’an daou-lamm ; ha me lammet oc’h penn ar marc’h. N’oa nemet eur vaouez er c’harr. Kemeret am eus plas en he c’hichen, hag em eus lavaret d’ezi e pleg he skouarn : « Ar yalc’h pe ar vuez, maouez ! »

— « Nag an eil nag eben ! emezi. »

— « Mad neuze, emeve, ema great ganeoc’h !… »

Kemeret em eus dre nerz ar pez a yoa ganti ; hag evel ma kaven ec’h enebe re galet, o lavaret d’in a bep seurt komzou kasaüs, me ’m eus kroget enni, hag he zaolet dreist ar c’harz. N’oun ket chommet enno da zellet en-dro d’in, e c’hellit kredi !

Setu ama talvoudegez va labour ! »

Hag e taolas hanter kant skoed war an daol !

— « Eun dervez mad, Bastian ! Te, da vihana, a labour ! Paeet e vezi…

Brema, mignoned, gwelomp petra hon deus da ober eus ar bourc’hiz a zo o loja ganeomp fenoz ! Ar varc’hadourez a zo gantan a dalv aour ! Hogen, ma krogomp enno, e vezo red d’eomp ivez en em zizober eus an amprevan-ze. Me gred e vezo rust ar c’hrogad, rak kredabl ez eus armou gantan ! »

— « Mar kirit, aotrou, eme ar Minous, me a yelo da ziouall an nor evit miret outan da dec’het… »