Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
HOSTALIRI AR C’HROAZ-HENT

ar mec’hi. Ha perak ive oa eat d’en em deurel ker yaouank e-mesk eur seurt tud ?

Gwitourius na zaleas ket da lavaret :

« Tostaït, paotred !… Eur c’helou mat !… Komzomp izel ! Eu tu-all d’ar speuren ez eus eun aotrou pinvidik a ye da Geraez gant eur c’harrad marc’hadourez. Bremaïk ni welo petra da ober anezan. Ha, da genta, te paotr bihan, lavar petra ec’h eus great eus da zervez. »

— « Me, eme Berig, a zo bet en eur geriaden a Blouneour-Menez. Epad n’oa den en ti… »

— « Koms izel ! makast azen… pe e vimp klevet gant ar bourc’hiz a zo aze !… »

— « … Evel-se ’ta, epad m’oa eat an dud d’ar parkeier, me am eus divarc’het dor eun ti, hag eat ebarz, em eus gallet digeri eun arbel ha godella ar pez a oa enni en arc’hant. Setu ama, aotrou ! »

Hag ar paotr a ziskargas e c’hodel leun a beziou aour.

— « Mad, Perig, gounezet ec’h eus da goan !… Ha te, Minous, lavar d’eomp ’ta ar pez ec’h eus great ?

(Minous e oa ar gwaz a bemp bloaz ha tregont pe war dro).

— « Me a zo eat er mintin-ma war-zu Brasparts da welet ar foar. Kals a dud a yoa, aotrou ! O nag a dud a yoa ! »

— « Ha goude ? pez didalvez ! »

— « Al loened ’oa kaer ha ker, a lavared… »

— « Petra ra an dra-ze d’in-me, tanfoueltr diboell ?… Lavar an taoliou kaer ac’h eus great… »

— « O n’oa ket gwell eas, aotrou ober taoliou kaer hirio, kement a dud a yoa war an henchou ! »